Titeuf - Marc'h al lorc'h


Gwenole Bihannig : "Un dra a bouez e oa evit statud ar brezhoneg e penn ar skolajidi ! Diskouezet o deus ne oa ket ur yezh mod kozh".


Troioù-kaer Titeuf bet troet en hor yezh a vo moaien da lenn e fin ar sizhun-mañ. Ur barrad avel war ar brezhoneg.

Revrioù berr, pichoù null, ha lommigoù ! Setu deuet er-maez troioù-kaer Titeuf e brezhoneg ! Keloù mat evit hor yezh, ha keloù mat evit ar re yaouank da gentañ tout. Rak brudet ha brudet mat eo Titeuf e pep porzh skol. Buhez pemdeziek ur paotr a-vremañ : ar freied, ar vestrez-skol, ar c'harter, al laeron o c'hortoz er-maez eus ar skol, an tad dilabour, hag ar goulennoù... Misterioù ar vuhez... Ar merc'hed, ar garantez (Aaa, Goulwenna...), ar babigoù, an tokoù pich, hag ar pichoù ripik. Kement-se en ur yezh a-vremañ : kunujennoù, troioù-lavar nevez, levezon an tele, ha gerioù ar re vras. Bet klevet a-dreuz, komprenet a-dreuz, hag implijet a-dreuz, evel-just !

Pichoù null e plas "mou du zizi"

Ma ne oa ket gwelloc'h eget ar vugale o-unan evit reiñ liv ar yezh-se d'ar brezhoneg. "Daou vloaz hanter zo em boa kinniget labourat war Titeuf d'ar vugale er "pevare". Talvoudus e oa al labour war ar yezh. Un doare da glask gerioù hag estlammadennoù gant ar vugale. Krouet hon eus gerioù, ha klasket hon eus kunujennoù kozh, e-barzh geriadurioù evel hini Martial Menard, da skouer".

Ur soñj mat en doa bet Gwenole Bihannig, kelenner war ar brezhoneg e skolaj Diwan ar Releg. Deuet eo brav gant ar vugale. Saourus, yac'h ha farsus eo ar yezh. Met gros n'eo ket.

Ur barrad avel war ar brezhoneg. Rak doujañs zo bet e-keñver ar yezh. Un droidigezh strizh n'eo ket. Ur spered hag ur yezh nevez a zo bet roet da Diteuf e gwirionez. Pell a-walc'h eus hini Tintin, Asterix, pe Boulig & Billig. Komzoù fur n'eus ket gantañ, met kaoz a zo eus brammoù "trouzus, dianv, pe mougus".

"Lod eus ar gerioù-se a zo bet ijinet gant ar skrivagner e-unan. Klasket hon eus adstummañ anezho. "Pichoù null" a dalv "mou du zizi". "Mic'hiour an euzhvil" a zo bet kavet evit "L'abominable Morvax". Hag evit an titl "Gastronomie" hon eus kavet "Gast ! Ro boued din". N'eo ket fall !"

Gant ar memes spered zo bet Kenô e plas Tchô, doare Titeuf da lavarout Kenavo.

C'hwezhañ tan ar yezh er vugale

Talvoudusoc'h c'hoazh eo al labour krouiñ se pa weler pegen fier eo ar vugale gant o yezh.

"Un dra a-bouez e oa evit statud ar brezhoneg e penn ar skolajidi ! Diskouezet o deus ne oa ket ur yezh mod kozh. Fier int o welet ul labour priziet gant an dud er-maez eus Diwan. Klasket hon eus c'hwezhañ tan ar yezh enno, da grouiñ er yezh-mañ en amzer da zont."

Titeuf : marc'h al lorc'h ar vrezhonegerien yaouank ?

Lionel Buannic

E galleg, en français

C'est une véritable bourrasque sur la langue bretonne : la parution du premier album de Titeuf en breton ! Et la BD la plus populaire des cours d'école n'a rien perdu de sa verve, bien au contraire ! Les "mous du zizi" deviennent des "pichoù null", et le célèbre "Tchô" est traduit par "Kenô".

Un véritable travail de linguistique et de création, travail d'autant plus remarquable qu'il est l'oeuvre d'adolescents eux-mêmes : les élèves du collège Diwan du Relecq-Kerhuon (29). Ils peuvent en être bien fiers !

01 - Le Télégramme - Spered ar Vro