Titeuf e brezhoneg

D'ar 15 a viz C'hwevrer 2005. Goude troioù-kaer Boulig ha Billig, e embanno Bannou-heol re Titeuf, krouet gant Zep. Berzh bras en deus graet ar rummad levrioù bannoù-treset-se e Frañs, aet da dresadenn-vev abaoe. Al levrenn gentañ en hor yezh, "Kenô bed kriz" a vo tu da gavout er stalioù adalek ar 15 a viz C'hwevrer. Troet eo bet gant daou glasad eus skolaj Diwan ar Releg ha Gwenole Bihannig.
Kement ha gouzout hiroc'h : Bannoù-heol, 140, straed Pont-'n-Abad, 29 000 Kemper, Pgz : 02 98 64 58 96. Lec'hienn : www.b-heol.com
miz C'hwevrer 2005 - Bremañ
