Levrioù evit ar vugale hag ar re yaouank


Skeudennoù korf, Skeudennoù mareoù-bloaz, Skeudennoù familh, levrioù bet savet gant Nathalie Choux, embannet gant Nathan, troet e brezhoneg hag embannet gant Bannoù-heol, 7,95 € pep hini

An tri levr-mañ a zo bet savet evit bugaligoù etre 1 ha 3 bloaz. Pajennoù tev, gant ur skeudenn fiñvus war bep eil pajenn, nebeut a c'herioù met trawalc'h evit krouiñ un eskemm etre ar bugel hag an den bras a sikour anezhañ da zizoleiñ al levrioù. Tost eo an dodennoù eus buhez pemdeziek ur bugel, plijus an tresadennoù ha fentus an doare d'o lakaat da fiñval. Seurt binvioù a zlefe plijout d'an holl re a ra war-dro bugale yaouank hag a fell dezho en ober e brezhoneg. Plijout a raio d'ar vugale ivez, sur eo. Arabat ankouaat ez eo ger-stur an dastumad Furchal "Fri-furch a-vihan, fri-furch da viken !". Ur programm dedennus neketa...

Herve Lannuzel

01 - Le peuple breton - Sant-Brieg