Levrioù evit ar vugale hag ar re yaouank


Un aval etre daou, testenn gant Véronique Massenot, tresadennoù gant Virginie Guérin, brezhoneg gant Bannoù-heol, embannet gant Bannoù-heol, 5,20 €

Setu ar pevare levrig eus an dastumad "Istorioù kaer ar re vihanañ" kinniget gant Bannoù-heol. Aet ez eus ur preñv da ober e annez en un aval bras. "Toullañ ha toullañ a ra... Ha setu ma kouezh fri-ouzh-fri gant ur preñv all, deuet e-barzh dre an tu all !". Tabut hag emgann ha setu distrujet an daou ranndi... Evel en tri levrig all e teu an emglev goude ar chikan : "Douetañs ebet, pa vezer daou e vez gwelloc'h an traoù !" a c'heller lenn o welout an daou breñv o c'hoari echedoù en o ranndi... Peadra da eskemm gant ar re vihan war perzhioù mat ar c'hensikour hag ar c'henemglev, neketa.

Herve Lannuzel

01 - Le peuple breton - Sant-Brieg