Levrioù diskar-amzer evit ar yaouankiz



La maison d'édition quimpéroise Bannoù-heol vient de faire paraître douze petits livres de Petit Ours Brun traduits en breton ainsi qu'un troisième album de Thorgal. Une nouvelle aventure de Titeuf doit suivre.

Hag a nevez gant an embannadurioù Bannoù-heol, krouet e 1999 ? An ti-embann staliet e Kemper a ginnig dreist-holl levrioù evit ar vugale ha bannoù-treset. Emañ un dastumad levrigoù Arzhig Du o paouez dont er-maez. Al loen bihan, krouet tregont vloaz 'zo gant Danièle Bour, a gomz bremañ brezhoneg e-barzh 12 albom nevez embannet. En o zouez, Arzhig Du a blij dezhañ an diskar-amzer, Arzhig Du a ra sotonioù bras pe c'hoazh Arzhig Du a zo amourous. Troet int bet gant Arno ha Loeiz Elegoed. Daou euro e vez gwerzhet an tamm.

Evit ar re a zo un tammig koshoc'h ez eo un albom eus Thorgal, an haroz krouet gant Rosinski ha Van Hamme e 1977, a zo bet troet gant Tudual Audic. Alinoe eo e ditl hag ez eo an trede eus avañturioù ar Viking deuet eus ar stered da vezañ lakaet e brezhoneg.

Evit ar fent e vo embannet gant Bannoù-heol ivez ul levr ouzhpenn (an trede) eus avañturioù Titeuf, ar c'hanfard e vlev melen, a-benn nebeut.

M.H

Titouroù : Bannoù-heol, pgz : 02 98 64 58 96 www.b-heol.com

Ar Gwener 06 a viz Here 2006 - Le courrier du Léon