Istorioù kaer ar re vihanañ (dastumad)


Un aval etre daou, Véronique Massenot ha Virginie Guérin)

Istor daou breñv a ya da doullañ en o zi en hevelep aval. Dre forzh toullañ avat en em gavont fri-ouzh-fri ha chikan a sav etreze ken e tistrujont an aval. Bod a gavjont o-daou en ur berenn vrav. Ur gontadenn evit displegañ d'ar vugale ne zeu netra a vad diwar chikanañ ha gwell eo en em glevet mat evit bezañ eürus.

Daou vignon da viken, Eric Battut

N'eo ket aes rannañ an traoù, en deskiñ a ray an olifant hag ar maligorn diwar o c'houst. Poan a reont an eil d'egile. Buan avat o devo keuz ha dic'haouiñ a reont an eil d'egile kement ha ken bihan ma sav mignoniezh etreze.

Ar balum hag ar pesk bihan, Eric Battut

Un deiz e teu Askelleg ar balum ha Pesk Bihan da vezañ mignoned. Diaes eo dezhe c'hoari asambles avat rak re vras eo Askelleg diouzh Pesk Bihan. Ma reont o soñj kimiadiñ an eil diouzh egile. Ar balum a wel pelloc'h ar pezh a hañval bezañ ur balum all. Un enezenn eo avat ha pa erru di e van sac'het war an traezh. Gwelet eo bet pep tra gant Pesk Bihan a ya da gerc'hat pesked bihan all evit tennañ Askelleg eus e blegenn fall. Ha gant an niver a besked bihan e teuont da vezañ ken bras hag ar balum. Setu-i mignoned holl.

Kounnaret eo Neñneñ, Evelyne Reberg, Josse Goffin

Kounnaret eo Neñneñ rak aet eo kuit heptañ e vignon Elouan. Fulor bras a sav ennañ kement ha ken bihan ma teu da vezañ bras-bras ha ma foeltr pep tra, ti hag all. Ur wech torret d'e fulor avat e veiz ne vo ket laouen e vignon pe ne adkavo netra. Ha trist eo Elouan pa zeu en-dro ha pa ne wel ket e Neñneñ ken. Laouen o c'houzout eo karet gant e vignon e laka an arzhig-feur pep tra a ratre.

Brav-tre eo al levrioù-se, golo kalet ha paper tev dezhe, d'ar vugale d'o follennata meur a wech hep o gwallaozañ re vuan. Kontadennoù berr int hag a vez lennet buan a-raok mont da gousket, da skouer. Mat-tre int bet kavet gant ma bugale, ken eo bet diaes din o zapout en-dro evit sevel ma fennadig !

Stefan Carpentier

01 - Bremañ - Roazhon