Du ha gwenn ha plas da lenn...


Arzhig Du (gant Arno ha Loeiz Elegoed, Bannoù-heol)


Thorgal : "An 3 den kozh a Vro-Aran" (levrenn 3), "Araknea" (levrenn 24)

Embannet ez eus bet pemp levrig eus rummad "Arzhig Du" gant Bannoù-heol (140 straed Pont-'n-Abad - 29000 Kemper). Troet int bet gant Arno ha Loeiz Elegoed. Kavet e vez : Arzhig Du hag e vignon, o seniñ muzik, a zo grignous, o c'hoari er mor, o c'hoari gant an erc'h. Ur prof a-feson evit ur bugel bihan... evit 2 € an tamm nemetken !

Setu oberenn vrudet Rosinski ha Van Hamme troet e brezhoneg ! Embannet eo bet al levrioù gant Bannoù-heol, un ti-embann staliet e Kemper. Tudual Audic en deus lakaet an testennoù e brezhoneg. Pegen plijus evit bras ha bihan gellout lenn avanturioù Thorgal en hor yezh. Spi'm eus e teuio peurrest al levrennoù da-heul ar re-mañ...

Herve Lannuzel

miz Kerzu 2005 - Le peuple breton