Da lenn


Un aval etre daou

Setu amañ div vuzhugenn er memes aval. Ha kevezerezh etrezo, betek en em gavout fri-ouzh-fri. Plijus eo gwelet diabarzh an aval, penaos e vez aozet "o ranndi". Cheu a vo, a-raok m'en em glevfent...

Un istor plijus, rannet ma vez an droourien etre ober gant "te" pe gant "c'hwi". Met marteze eo evel-se e yezh ar buzhug.

Kounnaret eo Neñneñ !

Kounnaret eo an arzhig feur rak soñjal a ra dezhañ bezañ bet disoñjet gant Elouan, e vestr. Ha setu eñ o kreskiñ, o kreskiñ, betek plantañ taolioù er gwele, diblasañ an ti... Hag o vihanaat en-dro, ur wech sioulaet. Setu ur gentel, marteze, evit an holl vugale : taolit evezh ouzh ho loened feur.

01 - Ya! - Laz