Bannoù-heol : plijadur zo !


Arno Elegoed (Luc'hskeudenn C. T.)

 

Berzh en devoa graet albom kentañ Boulig & Billig "Sell 'ta !" troet e brezhoneg - ar 25vet e galleg avat - gant tud ar c'hevredad "Bannoù-heol", kement ha ken bihan ken o deus lakaet e-barzh o soñj treiñ un all c'hoazh. Ha n'eo ket forzh peseurt hini pa'z eo gwir eo an hini diwezhañ deuet er-maez eus ti Dargaud : an 28vet, "Ar pevar amzer".

Ur c'hevredad eo, savet dindan lezenn 1901, krouet e miz Genver 1999 gant Arno Elegoed hag e vreur Padrig. Pal o c'hevredad a zo sevel levrioù evit plijadur ar vugale a oar lenn, e brezhoneg evel-just. Un tammig evel bandennoù-treset Keit vimp bev gant heuliadoù Buddy Longway, Yakari hag An Here gant heuliad Tintin, daou di-embann brudet war al levrioù evit ar vugale.

Soñjal a ra da Arno ha da Badrig ne vo graet james a-walc'h a levrioù e brezhoneg. Setu e reont o seizh gwellañ evit lakaat levrioù all c'hoazh etre daouarn ar re yaouank.

Ne c'haller prenañ al levrioù nemet dre urzhiañ anezho e ti Bannoù-heol avat, 140, straed Pont-'n-Abad, 29000 Kemper, pe war ar Genrouedad. 55,60 L e kousto d'an den, lakaet 13,80 L evit ar frejoù-kas, nemet ho pefe c'hoant da brenañ meur a skouerenn a vo graet ur priz deoc'h, neuze e vo ret deoc'h mont e darempred ganto.

Perak Boulig & Billig ?

Choazet o deus ar vandenn-dreset-mañ pa'z eo gwir e plije kalz dezho pa oant yaouank, ha dreist-holl pa'z eo gwir eo berr an istorioù, war ur bajennad pe ziv, aezet da lenn ha da gompren. Un tammig evel Gaston Lagaffe ha reoù all er c'hiz-se. Bandennoù-treset a blij kalz d'ar vugale, ar re-mañ bepred, abalamour n'eo ket re hir an istor na re ziaes da lenn evel Tintin, zo bet troet e brezhoneg gant An Here, pe Blake ha Mortimer ha c'hoazh... Da lavarout eo n'eo ket re uhel al live yezh, er c'hiz-se e vezo tapet troioù-lavar pemdez gant ar vugale gant plijadur. Ar pezh a zo mat ivez evit an dud deuet o teskiñ brezhoneg ivez.

Gant piv eo bet troet ?

Ar braz eus al labour a zo bet graet gant Arno Elegoed. E vreur en deus adlennet pep tra. Goude-se o deus goulennet sikour digant Ofis ar Brezhoneg a zo barrek d'ober seurt traoù. Fulup Jakez, eus an Ofis, en deus adlennet pep tra ivez, ha gwellaet an traoù a-wezhioù. An diaesañ a oa treiñ an onomatopeennoù, n'eus ket a-walc'h a draoù er geridadurioù an deiz hiziv diwar o fenn c'hoazh. Sell e oa lavaret dezho adlenn niverennoù Tintin, abalamour d'al labour a oa bet graet war an dachenn-se c'hoazh gant tud An Here.

Bremañ, emichañs ho po c'hoant da lenn troioù-kaer hon daou ganfard Boulig & Billig. Abalamour da c'houzout hiroc'h e c'hallfec'h mont da welout war ar Genrouedad al lec'hienn-mañ : www.b-heol.com.

Stefan Alliot, Kristof Konan

 

Lexique

kevredad : association

bandenn-dreset : bande dessinée

heuliad : série

Kenrouedad : Internet

lec'hienn : site

 

Tammoù gerioù e galleg

Le premier album de Boule & Bill en breton a eu un tel succès que ses traducteurs se sont attelés à la traduction du tout dernier album. Dans un breton accessible à tous, vous aurez sûrement du plaisir à lire ce deuxième album. En espérant que les autres viendront vite, il est toujours possible de commander celui-ci chez l'éditeur : Bannoù-heol, 140, straed Pont-'n-Abad, 29000 Kemper, tél. : 02 98 64 58 96


 

01 - Le Télégramme - Petra nevez e Breizh ?