Degemer

Krouet e oa bet ar c'hevredad Bannoù-heol e miz Genver 1999. E bal : sevel levrioù evit ar vrezhonegerien yaouank, e-giz al levrioù niverus embannet gant Keit vimp bev hag An Here, da skouer. En deiz a hiziv ez eus deuet er-maez 51 levr. Soñjal a ra deomp avat, ne vo biken re a levrioù en hor yezh. Ha c'hoant hon eus neuze d'ober hor seizh gwellañ evit lakaat levrioù all c'hoazh etre daouarn ar re yaouank. Ret eo menegiñ ivez e vezomp skoazellet kalz gant Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Kuzul ar Brezhoneg hag Ofis Publik ar Brezhoneg evit kas al labour-mañ da benn.

M'ho peus c'hoant da gaout titouroù all e c'hallit skrivañ deomp evel-just !

Nevezentioù ar goañv 2011

Kinnig a reomp deoc'h nevezentioù a-raok Nedeleg :

- 6 albom nevez Arzhig Du

Arzhig Du hag ar babig

Arzhig Du oc’h en em wiskañ e-unan

Arzhig Du en deus c’hoant da sikour

Arzhig Du n’en deus ket c’hoant da brestañ

Arzhig Du en deus kollet e neñneñ

Arzhig Du o renkañ e arc’had c’hoarielloù

- eil levrenn "Ur wech e oa" dindan stumm un DVD

- DVD kentañ troioù-kaer "Blake ha Mortimer" evit ar wech kentañ e brezhoneg ivez !

Kalz a blijadur deoc'h !